Moueziou stourm
EAN13
9782359741049
ISBN
978-2-35974-104-9
Éditeur
Emgleo Breiz
Date de publication
Dimensions
20,6 x 12,5 cm
Poids
80 g
Fiches UNIMARC
S'identifier

Moueziou stourm

Emgleo Breiz

Offres

N'eo ket eur galv d'an emgann hag a vo kavet amañ koulskoude, daoust ma n'eo ket ar haoziou da zifenn hag a ra diouer, e Breiz ha pelloh. Komprenet 'vo gwelloh pa lavarin deoh ema Mandela ha Gandhi e-touez ar moueziou-mañ. Moueziou meur eta, hag o-deus bet gouiet, en o hig zoken, petra eo ar feulster. Hag a zo eet en tu all, a-benn kinnig modou all da stourm.
Stourm pe lezel da vond? a-stroll, pe a hiniennou? Petra eo koll, petra eo gounid?
Kenderhel a reom eta amañ gand heuliad al leoriou "Moueziou", gand ar memez pal : rei d'al lennerien vrezoneg, en or yez, eun tañva deuz furnez lennegel ar bed, dre bommou berr hag arroudou. Anoiou tud anavezet zo, lod dianavezet, eun digarez marteze da vond da weled, war rouedad ar bed-oll, piou int, ha petra'reont, pe o-deus greet.
Eur moaien, uvel ha pa ve, da zegas soñj deuz ar seur stourmou-ze, hag a vez kaset da benn war ar pemdez, en didrouz, hag en desped d'ar bed evel m'ema, aliez : ar stourm da vired e vennoziou, en eur veza digor d'an nesa ; ar stourn da jom joïauz, daoust d'ar poaniou, korv ha spered ; art stourm da jom war evez ouz an dud hag an natur, da jom heb fallgaloni gwechou zo dirag stad ar bed, da jom souezet war vad bepred.
Pa lavaren deoh : n'ema ket toud ar stourmou leh m'int kontet da veza, ha n'eus ket a stourmou re vihan da veza kontet.
S'identifier pour envoyer des commentaires.